-
Yann 18
- 1 Goude m'en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.
- 2 Judaz, an hini en droukroe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.
- 3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
- 4 Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
- 5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto.
- 6 Kerkent ha m'en doe lavaret dezho: Emaon, ez ejont a-dreñv hag e kouezhjont d'an douar.
- 7 Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared.
- 8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.
- 9 Kement-mañ evit ma vije peurc'hraet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.
- 10 Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz.
- 11 Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
- 12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ
- 13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.
- 14 Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl.
- 15 Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur,
- 16 met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
- 17 Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.
- 18 Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.
- 19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh.
- 20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.
- 21 Perak e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. An dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.
- 22 P'en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c'harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?
- 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?
- 24 Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.
- 25 Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket.
- 26 Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en doa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?
- 27 Pêr en nac'has adarre, ha kerkent ar c'hilhog a ganas.
- 28 Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
- 29 Pilat eta, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se?
- 30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
- 31 Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc'h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'eo ket aotreet deomp lazhañ un den.
- 32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
- 33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien?
- 34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit?
- 35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?
- 36 Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.
- 37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
- 38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ.
- 39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
- 40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.