-
Yann 15
- 1 Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier.
- 2 Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
- 3 Dija ez oc'h glan abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
- 4 Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
- 5 Me eo ar winienn, c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra.
- 6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
- 7 Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h ha kement-se a vo roet deoc'h.
- 8 E kement-mañ eo e vo roet gloar da'm Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
- 9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c'harantez.
- 10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
- 11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc'h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
- 12 Setu va gourc'hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.
- 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
- 14 C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
- 15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
- 16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantañ.
- 17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
- 18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
- 19 Ma vijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
- 20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
- 21 Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
- 22 Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
- 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
- 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
- 25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
- 26 Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
- 27 Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentañ.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.