-
Yann 8
- 1 Jezuz a yeas da Venez an Olived.
- 2 Da c'houloù-deiz e tistroas adarre d'an templ hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
- 3 Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,
- 4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec'hiñ dre avoultriezh.
- 5 Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?
- 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
- 7 Met evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed ra daolo ar maen kentañ outi.
- 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar.
- 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
- 10 Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den kondaonet ac'hanout?
- 11 Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken.
- 12 Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac'hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
- 13 Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion.
- 14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec'h on deuet ha pelec'h ez an. Met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na pelec'h ez an.
- 15 C'hwi a varn hervez ar c'hig, me ne varnan den.
- 16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
- 17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion.
- 18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
- 19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
- 20 Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
- 21 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
- 22 Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
- 23 Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ, me n'on ket eus ar bed-mañ.
- 24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec'hedoù.
- 25 Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
- 26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
- 27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.
- 28 Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.
- 29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
- 30 Pa lavaras an traoù-se, kalz a gredas ennañ.
- 31 Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc'hit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
- 32 Anavezout a reot ar wirionez hag ar wirionez ho tieubo.
- 33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
- 34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklavour d'ar pec'hed.
- 35 Met ar sklavour ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennañ atav.
- 36 Mar dieub eta ar Mab ac'hanoc'h, e voit dieubet evit gwir.
- 37 Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d'ar marv abalamour n'en deus ket va ger a zegemer ennoc'h.
- 38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
- 39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham.
- 40 Met bremañ e glaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se.
- 41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.
- 42 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
- 43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c'hellit ket selaou va ger.
- 44 Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d'ar gaou.
- 45 Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.
- 46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?
- 47 An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.
- 48 Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
- 49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac'hanon.
- 50 Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask ha barn a ra.
- 51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
- 52 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
- 53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
- 54 Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
- 55 N'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.
- 56 Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
- 57 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz hag ec'h eus gwelet Abraham?
- 58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
- 59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.