-
Kolosaned 4
- 1 Mistri, roit d'ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c'houzout penaos hoc'h eus ivez ur Mestr en neñvoù.
- 2 Kendalc'hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù.
- 3 Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,
- 4 hag evit ma roin d'e anavezout evel ma tlean komz diwar e benn.
- 5 En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.
- 6 Ra vo atav ho komz leun a c'hras ha temzet gant holen, en un doare da c'houzout respont da bep hini evel ma'z eo dleet.
- 7 Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c'henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc'h an traoù a sell ouzhin.
- 8 E gas a ran deoc'h a-ratozh evit ma'c'h anavezo an traoù a sell ouzhoc'h ha ma frealzo ho kalonoù,
- 9 gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklêriañ a raint deoc'h kement a dremen amañ.
- 10 Aristark, va c'henbrizoniad, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc'h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d'ho kavout, degemerit anezhañ.
- 11 Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac'hanoc'h. Bez' int eus an amdroc'h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.
- 12 Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac'hanoc'h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc'h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet en holl volontez Doue.
- 13 Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc'h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz.
- 14 Lukaz, ar medisin karet-mat, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Demaz.
- 15 Saludit ar vreudeur a zo e Laodikea, ha Nimfaz hag an Iliz a zo en e di.
- 16 Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c'hwi ivez an hini eus Laodikea.
- 17 Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac'h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat.
- 18 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Ho pet soñj eus va ereoù. Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.