-
1 Pêr 3
- 1 En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
- 2 pa welint ho kundu glan ha doujañsus.
- 3 Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,
- 4 met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
- 5 Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec'h,
- 6 evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhañ hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezañ merc'hed, oc'h ober ar mad hep lezel ac'hanoc'h da vezañ trubuilhet gant aon ebet.
- 7 En hevelep doare, ezhec'h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc'h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc'h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc'h harz ebet ouzh ho pedennoù.
- 8 A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
- 9 hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se evit m'ho po ar vennozh da hêrezh.
- 10 Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù tromplus,
- 11 ra droio e gein d'an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhi,
- 12 rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d'o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.
- 13 Ha piv a wallgaso ac'hanoc'h ma heuilhit ar mad?
- 14 Ha zoken pa c'houzañvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket a aon rak ar spont o deus c'hoant da ober deoc'h ha na vezit ket nec'het,
- 15 met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperañs a zo ennoc'h,
- 16 o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien.
- 17 Rak gwelloc'h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc'h ober ar mad eget oc'h ober an droug.
- 18 Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec'hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d'ar marv er c'hig, met bevaet hervez ar Spered,
- 19 hag ennañ ivez eo aet da brezeg d'ar speredoù dalc'het er prizon,
- 20 ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
- 21 Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c'horf met ar c'hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d'hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
- 22 Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.