-
Mathe 16
- 1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c'houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
- 2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz,
- 3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
- 4 Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
- 5 An diskibien, o tremen en tu all, o doa ankounac'haet kemer bara ganto.
- 6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
- 7 An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
- 8 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc'h hoc'h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
- 9 Bez' oc'h c'hoazh hep skiant ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
- 10 nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?
- 11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc'h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
- 12 Neuze e komprenjont penaos n'en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
- 13 Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den?
- 14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
- 15 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on?
- 16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
- 17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
- 18 Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
- 19 Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
- 20 Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar C'hrist.
- 21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
- 22 Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
- 23 Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
- 24 Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon.
- 25 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c'havo.
- 26 Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
- 27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
- 28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.