-
Apokalipsi 18
- 1 Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c'hloar.
- 2 Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec'h d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus.
- 3 Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c'hastaouet ganti ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.
- 4 Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c'hreiz, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoù ha n'ho pefe ivez lod en he goulioù,
- 5 rak he fec'hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.
- 6 Grit dezhi evel ma he deus graet deoc'h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m'he deus mesket, meskit dezhi an daougement.
- 7 Kement ha ma'z eo en em roet el lorc'h ha ma'z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c'houzañv a estrenvan hag a c'hlac'har. Pa lavar en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intañvez ha ne welin ket ar c'hañv,
- 8 dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c'hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.
- 9 Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c'halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec'h entanadur.
- 10 En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c'halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.
- 11 Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken eus o marc'hadourezhioù,
- 12 marc'hadourezhioù aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,
- 13 kinamom, louzoù-frondus, c'hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.
- 14 Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n'o c'havi ken.
- 15 Marc'hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, o ouelañ, o c'harmiñ
- 16 hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!
- 17 Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell;
- 18 o welout mogedenn hec'h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras?
- 19 Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c'harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.
- 20 Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc'h abeg.
- 21 Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.
- 22 Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c'hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.
- 23 Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac'h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc'hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.
- 24 Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d'ar marv war an douar.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.