-
Apokalipsi 17
- 1 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
- 2 Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
- 3 Eñ a gasas ac'hanon er spered en ul lec'h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.
- 4 Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh.
- 5 War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.
- 6 Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
- 7 Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.
- 8 Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n'emañ ken, petra bennak ma'z emañ c'hoazh.
- 9 Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar wreg warno.
- 10 Bez' int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.
- 11 Al loen a oa ha n'emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.
- 12 An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket resevet c'hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.
- 13 An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen.
- 14 Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec'ho, abalamour ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c'halvet ar re zibabet hag ar re feal.
- 15 Lavarout a reas din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.
- 16 An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig hag he c'haso da netra gant an tan.
- 17 Rak Doue en deus lakaet en o c'halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc'hraet.
- 18 Ar wreg ac'h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.