-
Hebreed 7
- 1 Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec'het ar rouaned, a vennigas anezhañ,
- 2 hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc'h,
- 3 a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.
- 4 Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur.
- 5 Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham,
- 6 met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù.
- 7 Hogen, hep dislavar, an hini bihanañ eo a zo benniget gant an hini brasañ.
- 8 Amañ eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev.
- 9 Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhañ dre Abraham, koulz lavarout,
- 10 rak e oa c'hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhañ.
- 11 Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d'ar bobl, petra e oa ezhomm c'hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron?
- 12 Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn.
- 13 Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n'en deus servijet ouzh an aoter.
- 14 Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n'en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh.
- 15 Kement-se a zeu meurbet anatoc'h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek,
- 16 a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc'hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus,
- 17 rak testeniet eo: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.
- 18 Evel-se ar gourc'hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d'e zic'halloudegezh ha d'e zidalvoudegezh,
- 19 rak al lezenn n'he deus degaset netra d'ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec'h un esperañs gwelloc'h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.
- 20 Ha n'eo ket bet lakaet en e garg hep le,
- 21 rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n'en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.
- 22 Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc'h.
- 23 Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav.
- 24 Met eñ, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket.
- 25 Dre-se e c'hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa'z eo bev bepred evit erbediñ evito.
- 26 Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec'herien, savet dreist an neñvoù,
- 27 n'en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec'hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc'h en em ginnig e-unan.
- 28 Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc'h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.